Piv eo Yannig? Piv eo Mona? Hag an aotrou Kere? Ya Fañch Sinoù? Ur paotr fur eo Yannig? Ur verc’h vat eo Mona? Piv eo an hini furañ?
Da belec’h int aet da bourmen?
Piv a vo pesketour? Ha piv a zo pesketour bremañ? Pelec’h e oa tad Yannig? Pelec’h e vo warc’hoazh? Ha pelec’h e vo Yannig ha Mona warc’hoazh?
Pelec’h e oa aet Yannig ha Mona da bourmen e Kemper? Dirak peseurt stal emaint? Oc’h ober petra emaint?
An trizekvet kentel
ТРИНАДЦАТЫЙУРОК
Упражнения
Поставьте в отрицательную форму:
Plijus eo beajiñ.
O veajiñ emañ Yannig.
Bravoc’h eo an amzer hiziv eget dec’h.
Warc’hoazh e vo tommoc’h an amzer.
Kalz trouz a zo hiziv.
Прочтите вслух вопросы и ответьте на них:
Piv a vo pesketour?
Petra a zo plijus?
Pelec’h e oa tad Yannig hag e vreur an deiz all?
Pelec’h e vint hepdale?
Pelec’h e oa glav ha geot glas?
Petra a vo en Afrika?
Plec’h e vo heol ha traezh ruz?
Dirak peseurt stal e oant erru?
Petra a oa e-barzh?
Peseurt sae eo an hini vravañ?
Переведите:
Дом учителя больше, чем дом рыбака
Янник старше, чем его брат.
Кто самый красивый? Кто самая красивая?
В этом магазине одежда дороже, чем в том магазине.
Белая курица – самая красивая. Она красивее, чем черная.
Желтые яблоки лучше зеленых, а красные – самые лучшие.
Словарь
amann | масло |
avaloù-douar | картофель |
banne | порция жидкости (чашка, стакан, рюмка) |
kafe | кофе |
kig | мясо |
krampouez | блины |
dour | вода |
evañ | пить |
fresk | свежий |
gwin | вино |
chug-frouezh | фруктовый сок |
naon | голод |
sec’hed | жажда |
ostaleri | бар, ресторан |
vi, vioù | яйцо, яйца |
tamm | кусок, порция |
gwiniz, gwiniz du | пшеница, гречневая крупа |
laezh | молоко |
bara | хлеб |
Я хочу есть naon am eus
Я хочу пить sec’hed am eus
Яем me a zebr / debriñ a ran
Япью me a ev / evañ a ran
Мне нравится... me a gav mat... [17]
Переведите:
Я хочу есть. - Открой шкаф и возьми яблоко
На столе - кусок хлеба, кусок масла и порция молока.
Молоко дороже воды, а вино дороже молока.
Я пью кофе и ем хлеб с маслом.
Покажите мне мясо и блины. Я люблю блины с мясом.
В магазине нет ни одной свежей рыбины.
Хорошо пить вино и есть мясо. Мне нравится красное и белое вино.
Дома нет сока и яиц.
У меня с собой картошка. А дома у меня есть блины.
Где находится хороший ресторан?
Ar pevarzekvet kentel
ЧЕТЫРНАДЦАТЫЙ УРОК
Переведите:
Я люблю свежую рыбу и фруктовый сок
Мы в Кемпере. Мы едим блины и пьем молоко
У мальчика нет рыбы.
Мне больше нравится красное вино, чем белое.
Где хлеб? – Кусок хлеба на столе.
Мона ест блины с маслом
Ar vamm hag ar mab
Ar mab Naon am eus, mammig.
Ar vamm Kemer un aval, eta.
Ar mab Me a gav gwelloc’h pesk fresk.
Ar vamm N’eus hini ebet en ti.
Ar mab Petra a zo?
Ar vamm Kig ha fars, avaloù-douar, krampouez...
Ar mab Me a gav mat krampouez. Pelec’h emaint?
Ar vamm Digor an armel. E-barzh an armel emaint, dirak ar werenn. Kemer krampouez gwiniz du, tomm int.
Ar mab Sec’hed am eus ivez. Ur banne gwin a zo?
Ar vamm N’eus ket. Bihan out c’hoazh evit evañ gwin. Kemer ur werenad laezh. Mat eo debriñ krampouez gant laezh.
Грамматика
Спряжение глагола kavout (endevout)
Глагол kavout (endevout) 'иметь' является составной частью многих сложных (аналитических) форм глагола наравне с галаголом bezañ.
число | лицо | настоящее время | будущее время |
ед. | 1 | am eus (‘m eus) | am bo |
ед. | 2 | ac’h eus (az peus, ‘teus) | az po |
ед. (м.р.) | 3 | en deus (‘neus) | en devo |
ед. (ж.р.) | 3 | he deus | he devo |
мн. | 1 | hon eus | hor bo |
мн | 2 | hoc’h eus (ho peus) | ho po |
мн | 3 | o deus | o devo |
A-benn dilun
(Yann-Fañch Kemener)
A-benn dilun me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay ur c’hogig
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
A-benn dimeurzh, me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay ur yarig
Ha kakakak ‘ray ma yar
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
A-benn dimerc’her, me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay ur c’havrig
Begegek ‘ray ma c’havr
Ha kakakak ‘ray ma yar
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
a-benn dilun в понедельник
dimeurzh вторник
dimerc’her среда
me ‘yay я пошел
foar ярмарка
me ‘brenay я купил
ur c’hog петух
ur c’havr коза
Ar pemzekvet kentel
ПЯТНАДЦАТЫЙ УРОК
Diviz
An Ao. Kere Ha neuze, Fañch, pelec’h ez eus un ostaleri vat?
Fañch Sinou O du-se! Unan a zo, unan vat.
Mona Naon am eus, tadig! Ha te, Yannig, n’ec’h eus ket naon?
Yannig Eo, naon am eus. Ha sec’had ivez.
An Ao. Kere Sec’hed hoc’h eus, Fañch?
Fañch Sinou Ur banne am bo gant plijadur.
Lan Fresk ha plijus eo an ostaleri.
Mona Ur banne chug-frouezh am bo, tadig! Ha goude-se krampouez. Krampouez gant amann, krampouez gant vioù, krampouez gant...
An Ao. Kere Gortoz, Mona, gortoz un tammig!.. Ni ivez hon eus naon!.. Ma, Fañch Sinou, petra ho po? Krampouez?
Fañch Sinou O nann. Me ‘m bo un tamm kig. Un tamm kig gant avaloù-douar fritet. Ur banne gwin. Hag un aval pe zaou da echuiñ.
An Ao. Kere Ha te, Yanng?
Yannig Krampouez, evel Mona
An Ao. Kere Ha me ‘m bo kig, evel Fañch... Itron! Itron! Deuit, mar plij!... Setu: Yannig ha Mona o do krampouezh, Fañch ha me hor bo kig gant avaloù-douar fritet.
An Itron Ha gwin da evañ, marteze? Gwin gwenn? Gwin ruz?
An Ao. Kere Gwin ruz, mar plij. Met... Mona ha Yaniig n’o do ket gwin. Petra az po, Yannig? Laezh? Dour?
Mona Ur banne laezh am bo, tadig.
Yannig Ur banne laezh am bo ivez, aotrou Kere, mar plij, evel Mona.
Lan Bremañ o deus Fañch hag an aotrou Kere ur banne kafe da evañ
An Ao. Kere Naon ac’h eus c’hoazh,' Mona?
Mona Nann, tadig, n’am eus ket. Mat-tre e oa al lein. Trugarez, tadig, trugarez... O, tadig!
An Ao. Kere Ya, petra ‘zo, Mona?
Mona Tadig, ar stal dilhad... tadig... n’emañ ket pell.
A-benn dilun
(Yann-Fañch Kemener)
(продолжение)
A-benn diriaou, me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay ur c’hiig
Waou, waou, waou a ray ma c’hi
Begegek ‘ray ma c’havr
Kakakak ‘ray ma yar
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
A-benn digwener, me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay ur vuoc’hig
Mon, mon, mon a ray ma buoc’h
Waou, waou, waou a ray ma c’hi
Begegek ‘ray ma c’havr
Kakakak ‘ray ma yar
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
diriaou четверг
digwener пятница
c’hi собака
buoc’h корова
Ar c’hwezekvet kentel
ШЕСТНАДЦАТЫЙ УРОК
Грамматика
Место глагола kavout (endevout) в предложении
Этот глагол ставится после подлежащего:
Me am bo un tamm kig
или после второстепенных членов предлодения:
Naon am eus
Sec’hed am eus
или после отрицательной частицы:
N’am eus ket naon.
Ur banne ‘po? - N’am bo ket
... но никогда не может начинать фразу. Когда же по смыслу kavout (endevout) должен начинать предложение (например в ответах на вопросы типа “Ur banne ‘po?” “Un tamm kig ‘po?) перед ним ставится инфинитив глагола bezañ в его сокращенной форме bez’:
Bez’ em bo. (= Да, буду)
Примечание: разговорная форма ‘m’o ket не означает, что отрицательная частица отсутвует, это просто сокращенная форма
То же в вопросительной форме:
Bez’ ho po un aval?
(разговорная форма Be’po un aval?)
Упражнения
Прочтите вопросы вслух и ответьте на них:
Petra he do Mona da evañ?
Pelec’h ez eus un ostaleri?
Peseurt ostaleri eo?
Petra en do Fañch da zebriñ?
Piv en do ur banne gant plijadur?
Piv en do krampouez?
Petra az po da zebriñ warc’hoazh?
Поставьте во множественное число:
Ur vi am eus da zebriñ
Un aval a zo gant Mona
Ur pesk an deus da zebriñ
Ur blasenn a zo e Kemper
Ur geotenn a zo dirak an ti
Un ostaleri a zo e Douarnenez
Ur paotr a zo er porzh
Ur grampouezenn a zo war an daol
A-benn dilun
(Yann-Fañch Kemener)
(окончание)
A-benn disadorn, me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay ur marc’hig
Hwin hwin,hwin a tay ma marc’h
Mon, mon, mon a ray ma buoc’h
Waou, waou, waou a ray ma c’hi
Begegek ‘ray ma c’havr
Kakakak ‘ray ma yar
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
A-benn disul, me ‘yay d’ar foar
Ha me ‘brenay urplac’hig
Tra la la a ray ma flac’h
Hwin hwin,hwin marc’h
Mon, mon, mon a ray ma buoc’h
Waou, waou, waou a ray ma c’hi
Begegek ‘ray ma c’havr
Kakakak ‘ray ma yar
Ha kokokok a ray ma c’hog
Kokerik korerik
Kokerik kokeriko
disadorn суббота
disul воскресенье
marc’h лошадь
Домашнее задание
Переведите:
Ты хочешь пить? Ты будешь молоко? – Буду.
В пятницу мы будем есть блины.
Мальчики едят яблоки.
Белая лошадь будет есть зеленую траву.
Вы не будете пить вино, вы еще маленькие.
Что ты будешь есть?
Я с удовольствием съем кусочек мяса.
Мне нравится фруктовый сок. – А мне больше нравится вода.
Кто будет пить вино?
Где самый лучший ресторан?
Ar seitekvet kentel
СЕМНАДЦАТЫЙ УРОК
Словарь
aсjiner | издевающийся |
avat, ‘vat | но, тем не менее, однако |
kazetenn | газета |
kazetenner | журналист |
kof | живот |
debriс, debret | есть (кушать) |
dont | приходить |
Douarnenez | Дуарненез (город) |
en-dro | обратно, вокруг |
gwech | раз |
gwechall | давно |
hent | дорога |
hep | без (чего-либо) |
chom | оставаться |
c’hoant | желание |
lec’h | место |
morse | никогда |
netra | ничего |
pasianted | терпение |
pell | далеко, давно, долго |
pell amzer | долго |
peoc’h | мир, покой, тишина |
prenaс | покупать |
sioul | тихо, спокойно |
tra | вещь |
Diviz
Lan Aes eo an hent da vont eus Kemper da Zouarnenez.
Anna Ha brav eo ivez.
Lan Plijus eo dont en-dro d’ar gкr.
Yannig Ur gкr vrav eo Kemper, Mona
Mona O, bravoc’h eo c’hoazh Douarnenez
Yannig Ha trao mat hon eus debret.
Mona Te ha da gof! ... Krampouez Douarnenez a zo mat ivez
Yannig Ha dilhad brav a zo e Kemper
Lan Un aсjiner eo Yannig, ha Mona, hi, n’he deus ket kalz pasianted.
Yannig Dilhad brav a zo e Kemper: ur sae ruz, ur sae velen. Hag unan c’hlas, bravoc’h c’hoazh. Ne oas ket o vont da brenañ ur sae ruz, Mona? Nann, gwir eo: unan velen ‘oas o vont da brenañ.
Mona Nann, ne oan o vont da brenañ sae ebet, ne oan o vont da brenañ netra! Ha peoc’h!
Lan Siouloc’h eo ar gaoz gant Fañch Sinoù hag an aotrou Kere
An Ao. Kere Ha pell amzer e voc’h er gêr ar wech-mañ, Fañch?
Fañch Sinou Ha pell amzer e vin er gêr? Nann, ‘vat. An deiz goude warc’hoazh e vin er mor en-dro, o vont da welout Afrika d’ar wech-se.
An Ao. Kere An deiz goude warc’hoazh! Setu aze ur vuhez avat... mont... dont... hep chom morse e lec’h ebet... Ha Yannig, pesketour e vo, eñ ivez?
Fañch Sinou Ya bez’ e vo. C’hoant en deus da vont d’ar mor. Ha skolioù a zo bremañ da zeskiñ ar vicher: n’eo ket evel gwechall... Ha Mona, mestrez-skol e vo, hi ivez?
Mona Ya, mestez-skol e vin, aotrou Sinou.
Yannig Mestez-skol! Dec’h e oas da vezaс kazetennerez
Mona Ma, Yannig, mestrez-skol e vin. Labourat evit ur gazetenn n’eo ket plijus...
Anna Erru int en-dro e Douarnenez
Faсch Sinou Amzer hoc’h eus da zont du-maс da evaс ur banne, aotrou Kere!
An Ao. Kere Nann, siwazh, n’em eus ket.
Fañch Sinou O, deuit ‘ta. Ne voc’h ket pell.
An Ao. Kere Gwir eo, Faсch: N’em eus ket amzer. Skol a vo warc’hoazh, ha labour am eus
Fañch Sinou Ma, kenavo ha trugarez. Kenavo Mona.
Mona Kenavo ar wech all, aotrou Sinoщ. Kenavo ‘benn arc’hoazh, Yannig
Yannig Kenavo Mona.
Упражнения
Прочитайте вопросы вслух и ответьте на них:
Piv en deus debret krampouez e Kemper?
Peseurt dilhad a oa e Kemper?
Ha pell amzer e vo tad Yannig er gêr
Pelec’h emañ Fañch Sinou o vont?
Piv a vo pesketour ha piv a zo mestrez-skol?
Piv en deus kalz labour?
Переведите:
Кто этот человек? – Это журналист.
Блины моей бабушки лучше, чем блины в ресторане.